1 Samuel 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Mont a reas David ac'hane da Vizpe e Moab. Hag e lavaras da roue Moab: Mar plij, ra zeuio va zad ha va mamm ganeoc'h, ken na vo gwelet petra a raio Doue ganin.
Jozef a ziazezas e dad hag e vreudeur hag a roas dezho un dalc'h e bro Ejipt, er gwellañ lec'h eus ar vro, e korn-bro Ramsez, evel m'en doa gourc'hemennet Faraon.
Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.
Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d’o c’herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.
ha penaos em eus ivez prenet evidon da wreg Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg Maklon, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh, hag evit na vo ket diverket anv an hini marv a-douez e vreudeur nag eus dor e gêr. C'hwi a zo testoù a gement-se hiziv.
Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.
An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.