Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 20:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Saül a stlapas e c'hoaf outañ evit skeiñ warnañ. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 20:33
5 Iomraidhean Croise  

Salomon a glaskas lakaat d'ar marv Jeroboam, met Jeroboam a savas hag a dec'has d'an Ejipt e-kichen Shishak roue an Ejipt, hag e chomas en Ejipt betek marv Salomon.


Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech.


Saül a glaskas skeiñ David gant e c'hoaf ouzh ar voger. Met en em zistroas dioutañ, ha Saül a skoas gant e c'hoaf er voger. David a dec'has hag a yeas kuit en noz-se.


Jonatan a savas diouzh taol, droug bras ennañ, ha ne gemeras ket e bred en eil deiz eus al loar nevez, rak glac'haret e oa abalamour da Zavid, dre m'en doa e zismegañset e dad.


Mar lavar: Mat eo! Mont a ra mat pep tra evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo an droug divizet eus e berzh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan