Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 2:11
7 Iomraidhean Croise  

Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad.


Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.


Evel-se e prestan anezhañ d'an AOTROU , prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioù e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU .


Samuel a servije dirak an AOTROU , ar bugel a oa gourizet gant un efod lin.


Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioù-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel.


Samuel a chomas kousket betek ar mintin, hag e tigoras dorojoù ti an AOTROU . Samuel en doa aon da zisklêriañ ar weledigezh da Eli.


Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan