Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 19:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Mont a reas da Najod e-kichen Rama, ha Spered Doue a voe ivez warnañ, hag e profedas en ur genderc'hel gant e hent, betek ma voe en em gavet e Najod e-kichen Rama.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 19:23
14 Iomraidhean Croise  

Kalon an den a soñj en hec'h hent, met an AOTROU a ren e gammedoù.


Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.


An AOTROU a lakaas ur gomz e genoù Balaam hag a lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn.


Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiñ dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnañ.


Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?


Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,


Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.


Pa'c'h errujont e Gibea, setu, ur bagad profeded en em gavas dirazañ. Ha Spered an AOTROU a grogas ennañ, hag e profedas en o zouez.


Unan bennak alese a respontas o lavarout: Ha piv eo o zad? Neuze e teuas da vezañ ur c'hrennlavar: Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?


Neuze Spered an AOTROU a grogo ennout, hag e profedi ganto, hag e teui da vezañ un den all.


Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.


Evel-se David a dec'has hag a voe saveteet, hag e teuas da gavout Samuel e Rama, hag e kontas dezhañ kement en doa graet Saül. Hag ez eas gant Samuel da chom e Najod.


Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.


Neuze ez eas e-unan da Rama, hag e teuas betek ar puñs bras e Seku, hag e c'houlennas o lavarout: Pelec'h emañ Samuel ha David? Hag e voe respontet: Setu, e Najod e-kichen Rama.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan