Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 19:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Goude e kemeras Mikal an terafim hag en lakaas er gwele, hag ouzh ar pennwele e lakaas ur feur-c'havr a c'holoas gant ur pallenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 19:13
6 Iomraidhean Croise  

Laban a oa aet da douzañ e zeñved ha Rachel a laeras terafim he zad.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Hemañ, Mika, en doa un ti doueoù; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhañ.


Neuze ar pemp den a oa aet evit spiañ bro Laish a gomzas, o lavarout d'o breudeur: Hag e ouzoc'h ez eus en tiez-mañ un efod ha terafim, ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet? Gwelit eta bremañ ar pezh hoc'h eus d'ober.


hag ar pemp den a oa aet evit spiañ ar vro a bignas hag a yeas tre, hag e tapjont ar skeudenn gizellet, an efod, an terafim hag ar skeudenn deuzet, e-pad ma oa an aberzhour ouzh toull an nor gant ar c'hwec'h kant den harnezet a armoù-brezel.


Dont a rejont eta an dud-se, ha setu, an terafim a oa er gwele, hag ur feur-c'havr ouzh ar pennwele.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan