Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 18:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 David a savas hag a yeas gant e dud, hag e skojont war daou c'hant den eus ar Filistined. Hag e tegasas o fodoù-mezenn, hag o roas niveret mat d'ar roue, evit ma vefe mab-kaer d'ar roue. Saül a roas dezhañ eta e verc'h Mikal da wreg.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 18:27
8 Iomraidhean Croise  

Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentañ degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout.


Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhañ: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.


Spered an AOTROU a grogas ennañ, hag e tiskennas da Askalon, hag e lazhas eno tregont den, hag e kemeras o diwisk, hag e roas ar re fresk d'an dud o doa displeget an divinadell. E fulor en em danas, hag e pignas da di e dad.


Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioù e ziv verc'h a oa ar re-mañ: Merab anv an henañ, Mikal anv ar yaouankañ.


Setu perak Saül a bellaas anezhañ dioutañ hag en lakaas da ofiser a vilier. Hag ez ae hag e teue e penn ar bobl.


Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ.


Neuze Saül a welas hag a gomprenas e oa an AOTROU gant David. Ha Mikal merc'h Saül a gare anezhañ.


Rak Saül en doa roet e verc'h Mikal gwreg David da Balti mab Laish eus Gallim.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan