Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoù-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezañ mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister.
Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.