Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 17:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 En em zerc'hel a reas eta, hag e krias da vagadoù renket Israel o lavarout: Perak e teufec'h er-maez, renket evit an emgann? Ha n'on ket ur Filistin, ha c'hwi servijerien Saül? Dibabit eta un den, ha ra ziskenno a-enep din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 17:8
5 Iomraidhean Croise  

Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!


Joab a respontas: Ra fello d'an AOTROU kreskiñ e bobl kant gwech kement ha ma'z eo, o roue va aotrou! Ha n'int ket holl servijerien va aotrou? Perak e klask va aotrou kement-se? Perak e vefe Israel tamallet a gement-se?


Evel ma komze ganto, setu, an den anvet Goliad, ar Filistin eus Gad, en em lakaas etre an daou lu, en ur bignat er-maez eus renkoù ar Filistined. Hag e lavaras an hevelep komzoù, ha David a glevas anezho.


David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?


Sevel a raio an deog diwar ho tropelloù, hag e viot e sklaved.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan