Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 16:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Saül a gasas da lavarout da Jese: Da bediñ a ran, ma chomo David em servij, rak kavet en deus trugarez dirak va daoulagad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 16:22
7 Iomraidhean Croise  

Laban a lavaras: Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus penaos en deus va benniget an AOTROU abalamour dit,


Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.


Ar roue a roas dezho ul lodenn bemdeziek eus meuzioù ar roue hag eus ar gwin a eve, evit ma vefent desavet e-pad tri bloaz, ha ma en em zalc'hfent dirak ar roue goude-se.


Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhañ rak eñ eo a lakaio Israel da berc'hennañ e hêrezh.


David a zeuas da gavout Saül, hag en em zalc'has dirazañ. Ha Saül a garas anezhañ, hag e teuas an hini a zoug e armoù.


Pa veze war Saül ar spered fall a-berzh Doue, David a gemere an delenn, hag e c'hoarie warni gant e zorn, ha Saül a veze diboaniet hag aesaet, rak ar spered fall en em denne dioutañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan