Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 15:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 15:17
8 Iomraidhean Croise  

Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.


Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.


Hag e lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Gant petra e tieubin Israel? Setu, va milier ha va ziegezh a zo ar re baourañ e Manase, ha me eo ar bihanañ e ti va zad.


Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?


Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.


Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!


Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan