Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 14:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

50 Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 14:50
9 Iomraidhean Croise  

Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,


Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.


Ar roue a lavaras d'e servijerien: Ha n'ouzoc'h ket ez eo ur penn-bras a zo kouezhet hiziv en Israel?


E-keit ha ma voe brezel etre ti Saül ha ti David, Abner a harpas ti Saül.


Ha kement en doa gouestlet Samuel ar gwelour, Saül mab Kish, Abner mab Ner, ha Joab mab Zeruja, an holl draoù gouestlet a oa etre daouarn Shelomid hag e vreudeur.


eus hanter-veuriad all Manase e Galaad, Jiddo mab Zakaria; eus Benjamin, Jaasiel mab Abner;


Eontr Saül a lavaras dezhañ ha d'e vevel: Da belec'h oc'h aet? Hag e respontas: Da glask an azenezed, met evel ma n'hon eus ket o c'havet, omp aet da gavout Samuel.


Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.


Neuze David a savas hag a zeuas d'al lec'h ma kampe Saül. David a welas al lec'h ma kouske Saül hag Abner mab Ner penn e arme. Saül a gouske e-kreiz ar c'hamp, hag ar bobl a gampe en-dro dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan