Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 14:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhañ en deiz-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 14:37
15 Iomraidhean Croise  

David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.


David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù


Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .


Ha Jozafad a lavaras da roue Israel: Goulennata da gentañ, me az ped, komz an AOTROU.


Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Goude marv Jozue, e c'houlennas mibien Israel kuzul digant an AOTROU o lavarout: Piv a bigno da gentañ a-enep ar Gananeiz evit an emgann?


Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.


ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.


Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.


David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.


David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.


Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan