Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 14:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Saül a savas d'an AOTROU un aoter, a voe an aoter gentañ a savas d'an AOTROU .

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 14:35
10 Iomraidhean Croise  

Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag an AOTROU a voe peoc'haet e-keñver ar vro, hag ar gouli a baouezas en Israel.


Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.


o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


An deiz war-lerc'h, ar bobl a savas beure mat hag a reas eno un aoter, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù.


Eno e savas Gedeon un aoter d'an AOTROU, hag e c'halvas anezhi: AOTROU a beoc'h. Emañ c'hoazh hiziv en Ofra, war diriad Abiezer.


Ha Saül a lavaras: Kit dre holl e-touez ar bobl, ha lavarit dezho ma tegaso pep hini din e ejen, ha pep hini e zañvad, hag o lazhint amañ. Hag e tebrot anezho, ha ne bec'hot ket a-enep an AOTROU o tebriñ gant gwad. Pep hini eus ar bobl a gasas e ejen war-hed dorn e-pad an noz, hag o lazhjont eno.


Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.


Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU .


Neuze e kemeras Samuel un oan-laezh, a ginnigas en e bezh d'an AOTROU evel loskaberzh. Ha Samuel a grias etrezek an AOTROU evit Israel, hag an AOTROU a selaouas outañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan