Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 14:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Hag e voe degemennet da Saül o lavarout: Setu, emañ ar bobl o pec'hiñ a-enep an AOTROU , o tebriñ gant gwad. Hag e lavaras: Pec'het hoc'h eus, ruilhit betek ennon raktal ur maen bras.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 14:33
12 Iomraidhean Croise  

Hogen, ne zebrot ket ur c'hig gant e ene, e wad.


Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,


Ne zebrot netra gant gwad. Ne rit na achanterezh na divinerezh.


En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.


An den a zebro gwad bennak, an den-se a vo lamet eus e bobl.


Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.


met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


Nemet ne zebrot ket ar gwad, en skuilhot war an douar evel dour.


Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c'hig.


Nemet ne zebri ket ar gwad, en skuilhi war an douar evel dour.


Ha Saül a lavaras: Kit dre holl e-touez ar bobl, ha lavarit dezho ma tegaso pep hini din e ejen, ha pep hini e zañvad, hag o lazhint amañ. Hag e tebrot anezho, ha ne bec'hot ket a-enep an AOTROU o tebriñ gant gwad. Pep hini eus ar bobl a gasas e ejen war-hed dorn e-pad an noz, hag o lazhjont eno.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan