Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 12:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Mar doujit an AOTROU , mar servijit anezhañ, mar sentit ouzh e vouezh, ma n'oc'h ket disent ouzh gourc'hemenn an AOTROU , neuze an AOTROU ho Toue a vo dirazoc'h, c'hwi hag ar roue a reno warnoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 12:14
11 Iomraidhean Croise  

hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic'houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.


Bremañ eta, doujit an AOTROU , servijit anezhañ gant eeunder ha fealded, pellait an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU .


Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoù estren, e tistroio hag e raio droug deoc'h, hag e kuzumo ac'hanoc'h, goude bezañ graet vad deoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan