Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 12:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Bremañ eta setu ar roue hoc'h eus dibabet hag hoc'h eus goulennet. Ha setu, an AOTROU en deus lakaet ur roue warnoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 12:13
9 Iomraidhean Croise  

Roet em eus dit ur roue em c'hounnar, hag e laman anezhañ em fulor.


Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.


Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!


Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.


Ha n'eo ket hiziv eost an ed? Me a grio d'an AOTROU , hag e kaso kurun ha glav, evit ma ouiot ha ma welot pegen bras eo dirak daoulagad an AOTROU an droug hoc'h eus graet o c'houlenn ur roue evidoc'h.


Hag an holl bobl a lavaras da Samuel: Ped an AOTROU da Zoue evit da servijerien, evit na varvimp ket. Rak ouzhpennet hon eus d'hon holl bec'hedoù ar fallagriezh da vezañ goulennet ur roue evidomp.


Lavarout a rejont dezhañ: Setu, deuet out da vezañ kozh, ha da vibien ne gerzhont ket war da hent. Bremañ laka warnomp ur roue evit hor barn, evel m'o deus an holl vroadoù.


Met diwar-benn an azenezed ec'h eus kollet tri deiz 'zo, na vez ket chalet ganto, rak adkavet int. Ha war-zu piv eo ec'h astenn holl c'hoant Israel? Ha n'eo ket war-zu ennout ha war-zu holl di da dad?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan