An holl bennoù a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoù outañ. Hag e respontas dezho hervez ar c'homzoù urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc'h dezhañ, ne oa anavezet netra war gement-se.
Eontr Saül a lavaras dezhañ ha d'e vevel: Da belec'h oc'h aet? Hag e respontas: Da glask an azenezed, met evel ma n'hon eus ket o c'havet, omp aet da gavout Samuel.
Ha Saül a lavaras d'e eontr: Lavaret en deus deomp e oa kavet an azenezed. Met ne zisklêrias ket dezhañ ar pezh en doa lavaret Samuel diwar-benn ar rouantelezh.