Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 10:1
38 Iomraidhean Croise  

David a lavaras dezhañ: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhañ olevad an AOTROU?


An holl bobl a dremenas ar Jordan, hag ar roue ivez a dremenas. Goude ar roue a bokas da Varzilhai hag en bennigas, hag e tistroas d'e di.


Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?


Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.


Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!


Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoù n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioù n'o deus ket poket outañ.


Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,


Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.


Met lavarout a rejont: N'eo ket! Disklêr-se deomp bremañ! Hag e lavaras: Komzet en deus ouzhin evel-mañ hag evel-hont, o lavarout: Da oleviñ a ran da roue war Israel.


Rak an AOTROU en deus dibabet Jakob, hag Israel evit e zalc'h,


Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!


hag en deus kerc'het a-gichen ar re a laeshae, evit peuriñ Jakob e bobl hag Israel e hêrezh.


Kemer al louzoù-frondus mat-meurbet: mir tanav, pemp kant sikl; kinamona frondus, an hanter, da lavarout eo daou c’hant hag hanter-kant; korz frondus, daou c’hant hag hanter-kant;


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.


Evel-se e voes kinklet gant aour ha gant arc'hant, da wiskamant a oa a lin fin, a seiz hag a vroderezh. Flour bleud, mel hag eoul a oa da voued, ha deuet out da vezañ kaer-kenañ. Ober a rejout berzh betek ar rouantelezh.


Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!


Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.


rak lodenn an AOTROU eo e bobl, Jakob eo lodenn e hêrezh.


Saludit an holl vreudeur dre ur pok santel.


A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.


P’en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c’hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.


Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviñ ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremañ eta selaou mouezh komzoù an AOTROU .


Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.


Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.


hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.


met ra viro an AOTROU ac'hanon da lakaat va dorn war olevad an AOTROU! Met kemer bremañ mar plij ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar pod dour, ha deomp kuit.


Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?


Met ar bobl ne fellas ket dezho selaou ouzh mouezh Samuel, hag e lavarjont: Nann! Met bez' e vo ur roue warnomp,


Bremañ eta sent ouzh o mouezh. Koulskoude ne vanki ket da rebech anezho ha da zisklêriañ dezho penaos e raio dezho ar roue a reno warno.


Warc'hoazh d'an eur-mañ e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhañ evit bezañ rener war va fobl Israel, hag eñ a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon.


Evel ma tiskennent da draoñ kêr Samuel a lavaras da Saül: Lavar d'ar mevel tremen a-raok deomp, hag e tremenas, ha te chom a-sav bremañ, ma rin dit klevout komz Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan