Huram a gasas dezhañ, dindan ren e servijerien, listri ha servijerien oc'h anavezout ar mor. Mont a rejont gant servijerien Salomon da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant hanter-kant talant aour, a zegasjont d'ar roue Salomon.
Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.