Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 9:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Hiram a gasas war al listri martoloded a anaveze ar mor a-douez e servijerien, evit bezañ gant servijerien Salomon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 9:27
7 Iomraidhean Croise  

Listri Hiram, o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez eus Ofir koad santal ha mein prizius e-leizh.


Jozafad a reas listri Tarsiz evit mont da Ofir da gerc'hat aour, met n'ejont ket, dre ma voe bruzunet al listri en Ezion-Geber.


Ha bremañ, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiñ a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hañ koad evel ar Sidoniz.


Va servijerien o diskenno eus al Liban d'ar mor, ha goude e lakain anezho war ar mor dre radelloù, betek al lec'h ma ez po merket din. O lakaat a rin da vezañ distaget eno, hag e kemeri anezho. Hag e ri plijadur din en ur reiñ bevañs evit va zi.


Ar roue Salomon a baramantas listri e Ezion-Geber, e-kichen Elod, war aod ar Mor-Ruz e bro Edom.


Tud eus Sidon hag Arvad a zo bet da roeñverien. O Tir, ar re ijinusañ en da greiz a zo bet da sturien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan