Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hiram roue Tir en doa roet da Salomon koad sedrez, koad siprez hag aour, kement hag en doa c'hoant. Ar roue Salomon a roas da Hiram ugent kêr e bro C'halilea.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 9:11
9 Iomraidhean Croise  

A-benn ugent vloaz, e voe savet gant Salomon an daou di, ti an AOTROU ha ti ar roue.


Hiram a yeas eus Tir da welout ar c'hêrioù en doa Salomon roet dezhañ. Met ne blijont ket dezhañ,


Hiram en doa kaset d'ar roue kant ugent talant aour.


Ha ni a droc'ho koad eus al Liban, kement ha ma vo ezhomm, hag o c'hasimp dit war radelloù dre vor betek Jafo, ha te o zreuzdougo betek Jeruzalem.


hag ivez ar c'hêrioù en doa roet Huram dezhañ. Ha Salomon a lakaas mibien Israel da chom enno.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.


Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan