1 Rouaned 8:58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
58 Ra blego hor c'halonoù war-zu ennañ, evit ma kerzhimp en e holl hentoù ha ma virimp e c'hourc'hemennoù, reolennoù ha barnedigezhioù, en deus roet d'hon tadoù.
Ra vo ar c'homzoù-se, am eus pedet an AOTROU ganto, dirak an AOTROU hon Doue deiz ha noz, evit ma roio e wir d'e servijer hag he gwir d'e bol Israel, hervez an ezhomm pemdeziek,
Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.
Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Bremañ Israel, selaou ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoù.
Setu ar gourc'hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deskiñ deoc'h, evit ma reot diouto er vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ,
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.