Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 8:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

50 pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 8:50
13 Iomraidhean Croise  

selaou eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho,


Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ.


Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.


an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.


Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.


Lakaet en deus anezho da gavout truez e-kichen an holl re o dalc'he er sklavelezh.


Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed.  Ehan


Hag e lakain ar bobl-se da gavout trugarez dirak daoulagad an Ejipsianed, hag e c'hoarvezo penaos pa'z eot kuit, n'eot ket en goullo.


Pa blij d'an AOTROU hentoù un den, e sioula en e geñver zoken e enebourien.


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan