1 Rouaned 8:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
38 mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,
Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,
selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini e c'houli pe e c'hlac'har hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,
Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU .
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?
Mar dispuilh al lorgnez war ar c’hroc’hen ha mar golo al lorgnez holl groc’hen an hini en deus ar gouli adal ar penn betek an treid, dre holl ma c’hell an aberzhour gwelout,