Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 8:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 8:37
20 Iomraidhean Croise  

mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,


Dibab: pe tri bloaz a naonegezh, pe tri miz a ziskar dirak da enebourien, tapet dre gleze da enebourien, pe tri devezh ma vo kleze an AOTROU ha bosenn er vro, hag ael an AOTROU o tistrujañ war holl zouaroù Israel. Ha bremañ dit da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.


Mar deu warnomp ur gwalleur bennak, ar c'hleze, ar varnedigezh, ar vosenn pe an naonegezh, en em zalc'hin dirak an ti-mañ ha dirazout, rak da anv a zo en ti-mañ, hag e c'harmimp etrezek ennout en hon estrenvan, ha te a selaouo hag a zieubo!


pa roas o eost d'ar preñved, hag o labour d'ar c'hilheien-raden,


Eñ a saveteo ac'hanout eus roued al labousetaer, hag eus ar vosenn noazus.


Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,


setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;


Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan