Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 8:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 8:35
30 Iomraidhean Croise  

Met David a voe tamallet en e galon goude m'en doa niveret ar bobl, hag e lavaras David d'an AOTROU: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se, ha bremañ, o AOTROU, pardon me az ped direizhder da servijer, rak graet em eus evel un diskiant!


Gad a zeuas eta da gavout David hag en roas da anavezout dezhañ o lavarout: Petra a fell dit e c'hoarvezfe ganit, pe seizh vloaz a naonegezh ez pro, pe tri miz o tec'hout dirak da enebourien hag int da redek war da lerc'h, pe tri devezh a vosenn ez pro? Bremañ dit da brederiañ ha da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,


selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoù.


Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,


Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,


Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec'hont, ha ma laosk anezho ec'h eilpennont an douar.


degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.


An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.


Mab an den, ma pec'h ur vro a-enep din oc'h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec'h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem.


En abeg da-se, an neñvoù dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.


Ha mar bez unan bennak eus tiegezhioù an douar ha ne bigno ket da Jeruzalem evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, ne vo ket glav evitañ.


Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.


Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.


hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.


Diwallit ouzh lezel ho kalon touellañ ac'hanoc'h, gant aon na zistrofec'h, na servijfec'h doueoù all ha na stoufec'h dirazo.


Fulor an AOTROU en em danfe a-enep deoc'h, hag e serrfe an neñvoù, ne vefe ket glav, an douar ne rofe ket e frouezh, hag e varvfec'h buan a-ziwar ar vro vat a ro deoc'h an AOTROU.


An AOTROU a zigoro dit e deñzor mat, an neñv, evit reiñ ar glav da'z touar en e amzer hag evit bennigañ kement a ri gant da zaouarn; hag e presti da galz a bobloù, n'ampresti ket.


Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c’hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan