Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 8:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 8:34
20 Iomraidhean Croise  

rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken.


Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!


Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,


Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,


Lakaet en deus anezho da gavout truez e-kichen an holl re o dalc'he er sklavelezh.


Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.


AOTROU, trugarezus out bet e-keñver da zouar, degaset ec'h eus en-dro Jakob eus ar sklavelezh,


Me a lakaio ac'hanoc'h da vont er vro am eus savet va dorn diwar he fenn, da reiñ anezhi da Abraham, da Izaak ha da Jakob, hag e roin anezhi deoc'h evel perc'henniezh, me an AOTROU .


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.


Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?


Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,


Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.


An AOTROU a roas da Israel an holl vro en doa touet reiñ d'o zadoù. He ferc'hennjont hag e voent o chom enni.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan