Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 8:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 8:33
23 Iomraidhean Croise  

selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoù.


mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,


mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,


Koulskoude ec'h eus hon taolet kuit ha goloet a zismegañs, ha ne gerzhez ken gant hon armeoù.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.


me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.


Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.


Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.


An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.


e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.


Siwazh! Aotrou, petra a lavarin goude m'en deus troet Israel e gein dirak e enebourien?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan