Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 8:16
17 Iomraidhean Croise  

Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.


Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.


Ha setu en noz-se e voe disklêriet komz Doue da Natan o lavarout:


An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezañ roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.


ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


Rak an AOTROU en deus dibabet Sion, hag he c'havet mat evit ober enni e chomlec'h.


Dibab a reas David e servijer, en deus tennet eus ar c'hlozioù deñved,


Rak lavaret em eus: Da vadelezh a bado da viken, lakaet ec'h eus da fealded en neñvoù.


Kit da'm lec'h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennañ er penn-kentañ, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel.


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan