Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 7:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

47 Salomon ne bouezas ket unan eus al listri, dre ma oant re niverus, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 7:47
7 Iomraidhean Croise  

Kemer a rejont ivez ar c'haoterioù, ar palioù, ar mougerigoù, al loaioù, hag an holl listri arem implijet evit ar servij.


Diwar-benn an div golonenn, ar mor hag ar sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.


Setu, em zrubuilhoù em eus kempennet evit ti an AOTROU kant mil talant aour hag ur milion a dalantoù arc'hant, hag arem hag houarn e-leizh, na c'heller ket pouezañ. Kempennet em eus ivez koad ha mein, hag e lakai ouzhpenn.


An aour, an arc'hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit!


David a gempennas ivez houarn e-leizh evit tachoù stalafioù an dorojoù hag evit ar c'hraponoù, hag arem e-leizh na c'helled ket pouezañ,


Salomon a reas an holl draoù-se en niver bras, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem.


Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan