Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 6:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoù hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 6:38
19 Iomraidhean Croise  

Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.


Evel-se Salomon a savas an ti hag en echuas.


Er pevare bloaz, da viz Ziv, diazezoù ti an AOTROU a voe lakaet,


Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez.


Salomon a savas ivez e di, hag ec'h echuas anezhañ a-benn trizek vloaz.


A-benn ugent vloaz, e voe savet gant Salomon an daou di, ti an AOTROU ha ti ar roue.


Kement-se holl a zo dre skrid eus dorn an AOTROU , ha roet en deus din da gompren holl labourioù ar skouer-se.


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


Hag e c'hoarvezas, a-benn ugent vloaz, ma voe savet gant Salomon ti an AOTROU hag e di,


Evel-se e voe kempennet holl labour Salomon, betek an deiz ma voe diazezet ti an AOTROU, ha betek ma voe echuet. Hag evel-se e voe peurc'hraet ti an AOTROU.


Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.


Evel-se e voe echuet holl labour an tabernakl, teltenn an engalv. Mibien Israel a rejont evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; ober a rejont evel-se.


Mibien Israel o doa graet an holl labour hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.


Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.


Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C’hwec’h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan