33 Ober a reas ivez, evit digor an templ, postoù koad olivez, a oa eus ur c'hard eus ment ar voger,
Hag e reas er santual daou cherubin e koad olivez a zek ilinad uhelder.
An div stalaf a oa e koad olivez, hag e kizellas warno skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, oc'h astenn an aour war ar cherubined ha war ar palmez.
hag un nor gant div stalaf koad siprez. An div banell eus unan ar stalafioù a oa heblegus, hag an div banell eus ar stalaf all a oa ivez heblegus.
Hag e kemerint eus e wad, hag en lakaint war daou bost ha war c'hourin dor an tiez e-lec'h ma tebrint anezhañ.
Postoù an templ a oa karrezek, evel talbenn ar santual. Stumm an hini kentañ a oa stumm an eil.