Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 4:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 4:25
14 Iomraidhean Croise  

Aliañ a ran neuze ma vefe dastumet holl Israel en-dro dit, adalek Dan betek Beer-Sheba, ken niverus hag an traezh a zo war vord ar mor, ha ma'z afes-te da-unan d'an emgann.


Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, adalek ar mintin betek an amzer merket, hag e varvas er bobl adalek Dan betek Beer-Sheba dek mil den ha tri-ugent.


Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,


Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.


Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,


Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.


Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,


goude m'o devo douget o dismegañs hag an holl bec'hedoù o deus pec'het drezo em c'heñver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d'o spontañ.


Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, en em c'halvot an eil egile dindan ar winienn ha dindan ar wezenn-fiez.


Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.


Hag holl Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, a ouie e oa lakaet Samuel da brofed an AOTROU .


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan