Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 4:21
22 Iomraidhean Croise  

En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,


Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skañva bremañ kargoù kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout.


Reiñ a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioù ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heñvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioù.


Pourvezioù Salomon a oa bemdez tregont kor flour bleud ha tri-ugent kor bleud,


Ren a rae war an holl vroioù a oa en tu-mañ d'ar stêr adalek Tifsak betek Gaza, war an holl rouaned eus an tu-mañ d'ar stêr, hag e oa e peoc'h gant an holl re a oa tro-dro, a bep tu.


Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.


An AOTROU a startaas ar rouantelezh etre e zaouarn, hag holl Juda a zegase profoù da Jozafad, hag en doe pinvidigezhioù ha gloar e-leizh.


Kalz a dud a gasas profoù d'an AOTROU, da Jeruzalem, ha traoù prizius da Ezekiaz roue Juda, en doare ma voe uhelaet dirak daoulagad an holl vroadoù goude-se.


Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.


Da Zoue en deus gourc'hemennet ma vi galloudek. Starta, o Doue, ar pezh ac'h eus graet evidomp!


A-dra-sur, fulor an den a dro da'z meuleudi, pa wiskez da gounnar.


Hag e lakain da harzoù adalek ar Mor Ruz betek Mor ar Filistined, hag adalek ar gouelec'h betek ar stêr, rak lakaat a rin etre ho taouarn tud ar vro hag o c'hasin kuit dirazout.


Rak piv en deus debret ha laouenaet muioc'h egedon?


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Evel-se e voes kinklet gant aour ha gant arc'hant, da wiskamant a oa a lin fin, a seiz hag a vroderezh. Flour bleud, mel hag eoul a oa da voued, ha deuet out da vezañ kaer-kenañ. Ober a rejout berzh betek ar rouantelezh.


Pep lec'h ma vac'ho sol ho treid warnañ a vo deoc'h, ho harzoù a vo adalek ar gouelec'h hag al Liban, adalek ar stêr, ar stêr Eufratez, betek mor ar c'huzh-heol.


Ho harzoù a vo adalek ar gouelec'h hag al Liban-mañ, adalek ar stêr, ar stêr Eufratez, holl vro an Hitited, betek ar Mor Bras er c'huzh-heol.


Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan