50 Neuze Akazia mab Akab a lavaras da Jozafad: Ra yelo va servijerien gant da re war al listri. Met Jozafad ne fellas ket dezhañ.
Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.
Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez. Hag Abijam e vab a renas en e lec'h.
Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.
Ha David a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David.
Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoù. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.
Jozafad a reas listri Tarsiz evit mont da Ofir da gerc'hat aour, met n'ejont ket, dre ma voe bruzunet al listri en Ezion-Geber.
Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Ha Joram e vab a renas en e lec'h.