Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 22:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, e gurioù a reas hag e vrezelioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 22:46
10 Iomraidhean Croise  

O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.


Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.


Diwar-benn nemorant oberoù Roboam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloù o doa graet e dadoù.


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


Ne vo gast ebet e-touez merc'hed Israel, ha ne vo pitaouer ebet e-touez mibien Israel.


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan