Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 22:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 22:42
8 Iomraidhean Croise  

Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.


Ren a reas ur bloaz ha daou-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Maaka merc'h Abisalom.


Ren a reas tri bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Maaka merc'h Abisalom.


Er pevare bloaz eus Akab roue Israel, e oa deuet Jozafad mab Asa da roue war Juda.


Kerzhout a reas war holl hent Asa e dad ha ne zistroas ket diwarnañ, oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.


Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.


Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezañ bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda.


Jozafad a renas eta war Juda. Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan