1 Rouaned 22:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
38 Gwalc'het e voe ar c'harr e stank Samaria, hag ar chas a lipas e wad, hag evel-se ivez pa voe gwalc'het e armoù, hervez ar ger en doa disklêriet an AOTROU.
Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.
Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.