Neuze ar roue a savas hag a azezas e-tal an nor. Roet e voe ar c'heloù d'an holl bobl o lavarout: Setu emañ azezet ar roue e-tal an nor. An holl bobl a zeuas dirak ar roue. Met Israel a oa tec'het pep hini d'e deltenn.
Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.
Evel-henn e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur mibien Israel, distroit pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont ouzh komz an AOTROU, hag e tistrojont hervez komz an AOTROU.
Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.
Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.
Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Ar roue a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, hag e varvas d'an abardaez. Gwad e c'houli a redas e foñs ar c'harr.
Ar Filistined a vrezelas eta, hag Israel a voe pilet, ha pep hini a dec'has d'e deltenn. Al lazhadeg a voe bras, tregont mil den war droad eus Israel a gouezhas.