1 Rouaned 22:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
35 Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Ar roue a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, hag e varvas d'an abardaez. Gwad e c'houli a redas e foñs ar c'harr.
An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.
Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.