Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 22:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 22:31
10 Iomraidhean Croise  

Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.


Hag en em daolin warnañ e-pad ma'z eo skuizh ha ma'z eo dinerzhet e zaouarn, hag e spouronin anezhañ, e doare ma tec'ho an holl bobl a zo gantañ. Hag e skoin war ar roue hepken.


Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantañ daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizañ Samaria ha d'ober brezel outi.


Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.


Gra kement-mañ: Lam pep hini eus ar rouaned-se eus e lec'h, laka en o lec'h renerien,


Pa welas pennoù ar c'hirri Jozafad, e lavarjont: A-dra-sur eo roue Israel! Hag e trojont etrezek ennañ evit e argadiñ. Met Jozafad a laoskas ur griadenn.


Roue Siria en doa roet un urzh da bennoù e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.


Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito.


Graet o doa prizonidi ar maouezed a oa eno, ar re vihan hag ar re vras. N'o doa lazhet den, met o c'haset o doa ganto, hag e oant aet gant o hent.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan