Elia a respontas o lavarout da ofiser an hanterkantad: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Hag an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.
Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.
me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,
Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout: