Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 22:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 22:24
16 Iomraidhean Croise  

Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.


Kinnig a ra e jod d'an hini a sko warnañ, e walc'h en deus a zismegañs.


Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.


o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?


Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.


Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.


Mar kasa ar bed ac’hanoc’h, gouezit penaos en deus va c’hasaet a-raok deoc’h.


Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.


Ar beleg-meur Ananiaz a c’hourc’hemennas d’ar re a oa tost dezhañ skeiñ anezhañ war e c’henoù.


Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac’hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c’hourc’hemenn va skeiñ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan