Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 22:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 22:20
7 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Ur spered a zeuas a-raok d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag e lavaras: Me a douello anezhañ. An AOTROU a lavaras: Penaos?


mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;


Gantañ emañ ar galloud hag ar furnez, dezhañ eo an hini touellet hag an toueller.


Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!


Hag em eus lavaret: A Aotrou AOTROU! E gwirionez ec'h eus touellet ar bobl-mañ ha Jeruzalem, o lavarout: Ar peoc'h ho po! Met ar c'hleze a zeu betek an ene.


Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan