Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 22:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 22:17
21 Iomraidhean Croise  

Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?


Evel un heizez spontet, evel un tropell ha n'eus den d'e zastum, pep hini a droio e zremm etrezek e bobl, pep hini a dec'ho d'e vro.


Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.


Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.


Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou.


Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.


Da vêsaerien a gousk, roue Asiria! Da dud kadarn a ziskuizh, da bobl a zo stlabezet war ar menezioù, ha n'eus den evit o dastum.


Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,


diougan an hini a glev gerioù Doue, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini a stou hag a zigor e zaoulagad.


a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.


O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.


Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.


Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan