Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 21:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 21:29
27 Iomraidhean Croise  

Koulskoude, abalamour da Zavid da dad, ne rin ket kement-se e-pad da vuhez, met diouzh dorn da vab eo e rogin anezhi.


Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia an Tishbiad o lavarout:


Hag e tremenas tri bloaz hep ma voe brezel etre Siria hag Israel.


Akab en doa dek mab ha tri-ugent e Samaria. Jehu a skrivas lizhiri, hag o c'hasas da Samaria da bennoù Jizreel, d'an henaourien, da c'houarnerien mibien Akab, da lavarout dezho:


Jehu a lakaas ivez d'ar marv an holl re a vane eus ti Akab e Jizreel, an holl re vras, e vignoned hag e ofiserien, betek na vanas den a nemorant.


Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Jehu a grogas en e wareg hag a skoas ouzh Joram etre e zivskoaz, e doare ma treuzas ar bir e galon dezhañ, hag e kouezhas war e zaoulin en e garr.


Hag e lavaras: Taolit-hi d'an traoñ! Hag e taoljont anezhi, e doare ma strinkas eus he gwad ouzh ar voger hag ouzh ar c'hezeg. Hag e vac'has anezhi.


Pa welas an AOTROU e oant en em izelaet, komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, o lavarout: En em izelaet o deus, ne zistrujin ket anezho, reiñ a rin dezho prest an tu da vezañ dieubet, ha va fulor ne vo ket skuilhet war Jeruzalem dre zorn Shishak.


Va saveteiñ a rez eus daeloù ar bobl, va lakaat a rez e penn ar broadoù, ur bobl n'anavezen ket a servijo ac'hanon.


Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.


Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.


Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.


Ha ne welez ket ar pezh a reont e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem?


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne’c’h eus ket roet dour din evit gwalc’hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec’het gant he blev.


Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?


An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan