Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.
Pa welas an AOTROU e oant en em izelaet, komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, o lavarout: En em izelaet o deus, ne zistrujin ket anezho, reiñ a rin dezho prest an tu da vezañ dieubet, ha va fulor ne vo ket skuilhet war Jeruzalem dre zorn Shishak.