1 Rouaned 21:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantañ: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kañv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.
Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake.
David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.
En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.