Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 21:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An hini a zo da Akab hag a varvo e kêr a vo debret gant ar chas; hag an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 21:24
9 Iomraidhean Croise  

An hini eus ti Jeroboam a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù, rak an AOTROU en deus komzet.


An hini eus ti Baesha a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini eus e re a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù.


Jehu a lavaras da Vidkar e eiler: Kemer-eñ ha taol-eñ e park Nabod eus Jizreel. Rak az pez soñj, pa oamp war varc'h me ha te, an eil e-kichen egile war-lerc'h Akab e dad, an AOTROU a zisklêrias a-enep dezhañ ar c'homzoù-mañ:


met te a zo bet taolet pell diouzh da vez, evel ur vroustenn hakr, evel dilhad ar re doullet gant ar c'hleze hag a vez taolet war mein ar poull, evel ur c'horf marv mac'het gant an treid.


Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.


Sebeliet e vo e bez un azen, stlejet ha taolet e vo er-maez eus dorojoù Jeruzalem.


evit debriñ kig ar rouaned, kig ar gabitened, kig ar re c’halloudek, kig ar c’hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, frank ha sklav, bihan ha bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan