1 Rouaned 21:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned20 Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU. Faic an caibideil |
Setu perak e komzi outo hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Piv bennak eus ti Israel hag a zoug e idoloù en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhañ da gouezhañ en direizhder, mar deu da gavout ar profed, me an AOTROU a responto dezhañ va-unan, hervez e idoloù niverus,